Ijinañ ha diorren arloadoù web hag hezoug
Ur servij aes da implijout, eus ar merdeer d’ar pellgomzer.

Hoc’h arvalien a dizh ur servij enlinenn. Ho skipailhoù a sell ouzh un teuliad war an hent. Diwar an degouezhioù-se e tibabomp ar skor mat hag e treseomp hentadoù azas.
Dibab ar furmad mat
Arload web, etrefas azasaet ouzh ar pellgomzer hezoug pe arload iOS hag Android: an dibab a zalc’h war an implijerien, war arc’hwelioù ar pellgomzer da implijout ha war an aozioù kevreañ.
Ijinañ a-raok diorren
Spisaat a reomp al labourioù da ober hag amprouiñ a reomp an hentadoù war vaketennoù. Plediñ a reer gant ar merdeiñ hag ar c’hompren a-raok kregiñ gant an diorren a-bezh.
Prientiñ ar mererezh pemdeziek
Ar gwirioù moned, an testoù, al lakaat e servij hag an trezalc’h a zo ul lodenn eus ar raktres. Termeniñ a reomp ganeoc’h an aozioù evit kemer an arload en ho tourn hag an emdroadurioù da rakwelet.
An ampartizioù lakaet e pleustr
- Diorren web hag hezougSevel hoc’h arload diouzh ar muzul hag e liammañ ouzh an ostilhoù a implijit dija, er burev evel war an dachenn.
- Dizain etrefas (UX/UI)Aozañ an titouroù ha tresañ skrammoù a aesa al labourioù pemdeziek.
- Trezalc’h hag emdroadurTrezalc’h hoc’h arload, diskoulmañ an droukc’hoarvezioù ha lakaat e arc’hwelioù da emdreiñ diouzh lusk hoc’h oberiantiz.
An disoc’hoù da dermeniñ asambles
- Hentadoù ha maketennoù
- Arload web pe hezoug
- Kevreadurioù ha testoù rakwelet er raktres
- Teuliadur ha lakaat e servij
Ur raktres da zizoleiñ
Ar stummadur enlinenn soñjet evel un hentad dizoloadennoù
Lenn an degouezh implijA-raok en em lañsañ
Hag un arload hezoug a zo ret?
Un arload web azasaet d’ar pellgomzer a c’hall bezañ a-walc’h. An ezhommoù ezlinenn, an implijoù war an dachenn hag an arc’hwelioù dibar d’ar pellgomzer a ro tro da zivizout.
Ha gallout a reer kregiñ gant ur stumm kentañ?
Ya. Termenañ a reomp un takad a respont d’un implij klok, ha goude e prientomp an emdroadurioù diouzh an evezhiadennoù.
Kregomp gant ho tegouezh
Kinnigit deomp ho palioù, an ostilhoù a zo e plas hag ar redioù a anavezit. Distreiñ a raimp davedoc’h evit prientiñ ur gaozeadenn gentañ.
Ober ar poent war ho raktres